L’album numérique “ Liv ar Skeud ” premier album studio de Kelenn Nikolas.
Pladenn gentañ “ Liv ar Skeud ” Kelenn Nikolas.
lyrics
"Deuit-hu ganin-me, va mestrezig
Deuit-hu ganin-me war ar maez
Deuit-hu ganin-me war ar yeot glas
Me 'gonto deoc'h va santimant
Ha ma na deuit d'am c'hoñsoliñ
Me a varvo subitamant"
Hi a respont gant un aer fier
"Ganeoc'h war ar maez nan in ket
Rak ma teufe dimp be'añ gwelet
Teodoù an dud zo milliget
Hag a ve brudet dre ar c'hontre
Ha va enor a ve kollet"
An eorioų zo savet, setu ar flik-ha-flok ;
Kreņvaat ra an avel, mont a reomp kaer a-raok
Stegnañ reeur ar gwelioù, an douar a bella :
Va c'halon, siwazh din ! ne ra met huanadañ
Kenavo neb am c'har em parrez tro war-dro ;
Kenavo, dousig paour, Linaig, kenavo,
Ar c'himiad ma ran dit, ken evit da guitaat,
Marteze, siwazh din, da viken, evit mat.
'Vel un evnig lammet gant ur sparfell, er c'hoad,
Deus a gichen he far pa oant d'en em barat,
'M eus ket kalz a amzer da soñjal d'am glac'har,
Ker buan am lammer digant an neb am c'har.
Evel un oan a zen, pellaet deus e vamm,
N'ehanan da ouelañ, da deur'l klemmoų estlamm;
Ma daoulagad bepred troet trezek ar plas
E-lec'h out-te chomet, va mignonezig vras.
Pelloc'h va daoulagad na weljont nemet mor,
A gren a-zindanon, a lamm hag a zigor
Ha pa 'z an da soņjal 'maņ achuet gane
Ha me e gweled mor, em strinkañ ra d'an neñv.
Pa zeuis tre al lestr va estlamm a oa bras
Gwelet ur seurt kastell o vrallañ war mor glas
Pevar-ugent kanol, daou-ugent a bep tu,
O c'horf brizhiet en gwenn livet gant livaj du
An aod evel ur c'helc'h, en-dro, pell diouzhen,
O rannañ en daou du ar mor bras hag an neñv.
Ha begig ar gwernoù, uhelloc'h deus an dour
Ha n'eo deus ar vered beg an uhellañ tour.
Gwel't hoc'h eus war ar roz en-dro d'ar raden glas,
O deus koulmoù a-walc'h koulz a-hed hag e kroaz,
En-dro d'ur wern ez eus liesoc'h a funienn
Evit a neudenn zo en-dro d'ar radenenn.
Allas ! ar Vretoned zo leun a velkoni !
Meveliñ ra va fenn, ne hallan soñjal mui.
Va c'halon a zigor ; 'n aner ran ar son-maņ
Marteze, siwazh din, n'em c'hlefot he c'hanañ
credits
from Liv ar Skeud,
track released January 17, 2022
- Kelenn Nikolas : Voix - Mouezh
- Hanto Beatmaker & Aksil Beats : Beatmaker
- Kelenn Nikolas : Arrangements - Kempennadur
- Mixé par : Sonvesket gant Kelenn Nikolas, 2021
- Masterisé par : Engravet gant Kelenn Nikolas, 2021
- Enregistré à : Enrollet e Landudec, 2020
- Paroles - Komzoù : Traditionnel - Hengounel
- Langue - Yezh : Breton / Brezhoneg
- Ches’neau photographe : Photographie - Luc’hskeudenn
- Cyril Besseau : Portrait - Poltred
- Kelenn Nikolas : Conception graphique - Empennañ grafek
Un album produit en Bretagne par Kelenn Nikolas.
Ur bladenn produet ha savet e Breizh gant Kelenn Nikolas.
Kelenn Nikolas, le chanteur, est le fils de Kristen Nikolas, fondateur du groupe Kern. La musique de Kelenn n’a certainement
rien à envier à des artistes français ou d’autres pays, l’artiste garde sa patte propre méritant sa place sur la scène bretonne et sur les ondes, et permettant à des personnes loin de la culture bretonne de découvrir autrement notre langue....more
The latest EP from L.A.-based Immortal Nightbody experiments with adding more melodic, song-like elements to his alt hip-hop. Bandcamp New & Notable Aug 3, 2023
Two brothers tell their true coming-of-age story together through hip-hop bangers that draw from a wide array of pop influences. Bandcamp New & Notable Sep 20, 2017