We’ve updated our Terms of Use to reflect our new entity name and address. You can review the changes here.
We’ve updated our Terms of Use. You can review the changes here.

Eskob Penanstang

from Liv ar Skeud by Kelenn Nikolas

/
  • Streaming + Download

    Includes unlimited streaming via the free Bandcamp app, plus high-quality download in MP3, FLAC and more.
    Purchasable with gift card

      €0.55 EUR  or more

     

about

L’album numérique “ Liv ar Skeud ” premier album studio de Kelenn Nikolas.
Pladenn gentañ “ Liv ar Skeud ” Kelenn Nikolas.

lyrics

Alietig, ma merc'hig koant,
Ret 'vo monet da Benanstank ;
Ret 'vo monet da Benanstank,
Pe goll ar gwir er gomanant.

Ma vije bev nep am ganas,
Evel ma 'z eo nep am magas,
N' vijen ket aet da Benanstank,
Pa golljeac'h 'r gwir ar gomanant.

Met allas ! paour kaezh, pa n'eo ket,
Sentiñ ouzh lez-vamm a zo ret;
Sentiñ ouzh lez-vamm a zo ret,
Da Benanstank 'vo ret monet.

Gwell eo ganin, 'vit ma enor,
'M lakafec'h endan treuz ho tor!
Komerit un trañch hag ur bal,
Ha lakaet en bev en douar!

'N aotrou Penanstank a lare,
D'e baotr ar gambr, un deiz a oe :
Me well Alietig ar Vad
O tonet a dreuz dre ar c'hoad.

Un daoulagad 'zo en he fenn
A luc'h 'vel div werelaouen,
He zal ivez hag he divjod
Ker gwenn hag al laez er ribod.

En Penanstank p'eo arruet,
War an treuzou eo aze'et;
War an treuzou eo aze'et,
Ha gwalc'h he c'halon 'deus gouelet.

Alietig, laret 'zo deec'h
Gant an aotrou pignet ouzh krec'h,
Da derc'hel d'ezhañ ar goulou,
Vit ma kano he c'housperou.

Mard oc'h mesajer evitañ,
It d'an nec'h, ha laret dezhañ :
'Zo kantoloriou aour hag arc'hant,
Da derc'hel goulou peziou koant.

Alietig, laret 'zo deoc'h,
Gant an aotrou, donet ouzh krec'h ;
Gant an aotrou monet d'e gambr,
Ma royo deoc'h aour hag arc'hant.

Mard oc'h mesajer indanañ,
It d'an nec'h, ha laret dezhañ
Miret e aour hag e arc'hant,
En paourentez me ' zo kountant ;

Mard oc'h mesajer indan-hañ,
It d'an nec'h, ha laret dezhañ
Miret e arc'hant hag e aour,
Me 'zo ma dere bezañ paour.

Alietig, laret 'zo deoc'h,
Gant an aotrou, donet ouzh krec'h ;
Gant an aotrou monet d'e gambr,
Ma royo deoc'h gwalinier koant.

Mard oc'h mesajer indan-hañ,
It d'an nec'h ha laret dezhañ,
Eus dewezhourez n' zere ket
Gwalinier aour d'ho bizied.

Alietig, laret 'zo deoc'h,
Gant an aotrou, pignet d'an nec'h,
Vit monet gantañ d'ar selier
Da dañva gwin dous 'vel ar mel.

Mard oc'h mesajer indan-hañ,
It d'an nec'h, ha laret dezhañ
P'am bo sec'het, me evo dour,
A bedo Doue d'am zikour.

Alietig, laret 'zo deoc'h
Gant an aotrou monet d'an nec'h,
Monet gantañ d'ar c'hrignelliou,
D' divreinañ per hag avalou.

Mard oc'h mesajer indan-hañ,
It d'an nec'h, ha laret dezhañ
Reiñ 'r re-vat d'ar paour, o zebro,
'R re-fall d'ar moc'h, o zivreino.

Alietig, laret 'zo deoc'h,
Gant an aotrou, monet d'an nec'h ;
Gant an aotrou monet d'an nec'h,
Vit ober dezhañ he wele.

Mard oc'h mesajer indan-hañ,
It d'an nec'h, ha laret dezhañ
Donet d'an traoñ, me yel' d'an nec'h,
Hag a ray dezhañ he wele;

Ha mar astenn re e bazioù,
Da zont war ma lerc'h 'r skalieroù
Da zont war ma lerc'h 'r skalieroù,
M'hen taolo d' n traon war e c'henoù !

Eus ' seitek plac'h 'zo bet em zi,
N'eus aet hini eveldoc'h-c'hwi ;
Met c'hwi, Alietig ar Vad,
'Zo bet kelennet gant ho tad.

Biskoazh na eus bet plac'h yaouank
Na debauchjen, p'am bije c'hoant,
Nemedoc'h, Aliet ar Vad,
Zo bet kelennet gant ho tad.

Gant ma zad n'on ket kelennet,
Met gant ar sent, ar sentezed ;
Met gant ar sent, ar sentezed,
A zo 'vidon alvokaded.

Lakait ma arc'hant war an daol,
Ma 'z in ee-maez gant ma enor;
Gant ma enor ha ma respet,
Triwec'h vloaz 'zo hini n'eus aet.

Alietig, me ho kwelo
Un deiz barzh en kêr, pe war-dro,
Ho kof ganeoc'h bet' ho lagad,
Brasez eus ur c'hokin bennak.

Gwell ve ganin bezañ brasez
Eus ur paotr moc'h, ma c'harantez,
Bezañ brasez eus ur paotr moc'h,
Aotrou, vit bezañ ac'hanoc'h.

N' vo ket ken disenor d'am zad,
Evel bezañ eus un den sakr;
Evel bezan eus ur beleg
N'en eus na enor na respet !

credits

from Liv ar Skeud, track released January 17, 2022
- Kelenn Nikolas : Voix - Mouezh
- Hanto Beatmaker & Aksil Beats : Beatmaker
- Kelenn Nikolas : Arrangements - Kempennadur
- Mixé par : Sonvesket gant Kelenn Nikolas, 2021
- Masterisé par : Engravet gant Kelenn Nikolas, 2021
- Enregistré à : Enrollet e Landudec, 2020
- Paroles - Komzoù : Traditionnel - Hengounel
- Langue - Yezh : Breton / Brezhoneg
- Ches’neau photographe : Photographie - Luc’hskeudenn
- Cyril Besseau : Portrait - Poltred
- Kelenn Nikolas : Conception graphique - Empennañ grafek

Un album produit en Bretagne par Kelenn Nikolas.
Ur bladenn produet ha savet e Breizh gant Kelenn Nikolas.

license

all rights reserved

tags

about

Kelenn Nikolas Landudec, France

Kelenn Nikolas, le chanteur, est le fils de Kristen Nikolas, fondateur du groupe Kern. La musique de Kelenn n’a certainement rien à envier à des artistes français ou d’autres pays, l’artiste garde sa patte propre méritant sa place sur la scène bretonne et sur les ondes, et permettant à des personnes loin de la culture bretonne de découvrir autrement notre langue. ... more

contact / help

Contact Kelenn Nikolas

Streaming and
Download help

Shipping and returns

Report this track or account

If you like Kelenn Nikolas, you may also like: