L’album numérique “ Liv ar Skeud ” premier album studio de Kelenn Nikolas.
Pladenn gentañ “ Liv ar Skeud ” Kelenn Nikolas.
lyrics
Barzh e parrez Sant Servais
War vordig Mene Bre
'Z'eus ur c'habiten yaouank o sevel un arme
Me 'm'eus ur mab, Silvestrig, zo o vonet ivez
"Roit din va mab Silvestrig, n'am eus mab nemetañ
Me 'bako deoc'h, kabiten, an arc'hant deut gantañ
Ne dalv ket ; graet ar marc'had, diwezhat eo bremañ ;
N'eus soudard all en arme a blij din eveltañ
Na te, labousig bihan, war-bouez da zivaskell
A nije dreist ar broioù da gaout va mabig pell ?
A c'houlennfe digantañ keleier ar brezel
Mard eo yac'h hag e buhez, dont da di e gavell..."
Pa oa an tad glac'haret oc'h ober e gañvoù
E oa e vab Silvestrig 'toull an nor o selaou
O tizreiñ eus an arme emaon war ho treuzoù
Na ouelit ket, o va zad, ha sec'hit ho taeloù !"
Etre chapel Sant-Efflam ha tossenn Menez-Bre,
'Zo ur c'habitenn iaouank o sevel un arme;
'Zo ur c'habitenn iaouank o sevel un arme,
Me 'm euz ur mab Silvestrik a lavar mont iwe .
Me 'm euz ur mab Silvestrik ha n'am euz nemet-han,
N'euz soudard bars ar vandenn a gareur evel-t-han.
Me am bo ar vadèles da vonet d'hen goulenn
Gant kalz a dud-a-feson digant hi gabitenn.
Ar c'habitenn, p'hen klewas, da zelaou 'zo chomet :
Gant-oc'h, denik ansienn, me a zo saouezet !
Fellout d'ac'h trompla 'r roue, ha kaout he zoudarded?
Touchet hen euz ann arc'hant, d'ann arme renk monet;
Pa rofac'h d'in pemp kant skoed, n'ho po ket ann-ez-han,
Na euz soudard er vandenn a blij d'in evel-t-han.
Adieu eta, Silvestrik, er giz ur mab prodig!
Ma vijac'h chommet er ger, ni 'vije pinvidik !
Me 'm euz un evnik bihan en kichenn toul ma dor,
En un toullik ar voger, me gred eman en gor.
Na te, ma evnik bihan, te az euz diou-askel,
A nijfe dreist ar mor braz, oh! ia, dreist ar mor pell;
A nijfe ewit-on-me bete penn ann arme,
Da c'houzout hag ema Silvestrik en buhe?.....
Demad d'ac'h-c'hui, Silvestrik, demad d'ac'h a larann.
Ha did, iwe evn bihan, pa 'z out deut bet' aman.
Me zo digasset ama gant ho tad dezolet,
Hag a lavar, Silvestrik, ez eo c'hui ' zo kiriek.
Diskennet, evnik bihan, diskennet war ho taou-droad,
Ma skrivinn d'ac'h ul lizer da gass d'ar ger d'am zad;
Ma skrivinn d'ac'h ul lizer da gass d'ar ger d'ez-han,
Bars daou-vloas a hirio e vinn arru gant-han.....
Pa oann-me bars ma gwele, ma gwele kousket mad,
Me 'glewe merc'hed Roudour o kana zon ma mab.....
Pa oa ann tad dezolet ho ober he ganvou,
A oa he vab Silvestrik 'n toul ann or o selaou.
Na sesset, tad dezolet, sesset-c'hui da oela,
Sellet ho mab Silvestrik a zo arru ama !
credits
from Liv ar Skeud,
track released January 17, 2022
- Kelenn Nikolas : Voix - Mouezh
- Hanto Beatmaker & Aksil Beats : Beatmaker
- Kelenn Nikolas : Arrangements - Kempennadur
- Mixé par : Sonvesket gant Kelenn Nikolas, 2021
- Masterisé par : Engravet gant Kelenn Nikolas, 2021
- Enregistré à : Enrollet e Landudec, 2020
- Paroles - Komzoù : Traditionnel - Hengounel
- Langue - Yezh : Breton / Brezhoneg
- Ches’neau photographe : Photographie - Luc’hskeudenn
- Cyril Besseau : Portrait - Poltred
- Kelenn Nikolas : Conception graphique - Empennañ grafek
Un album produit en Bretagne par Kelenn Nikolas.
Ur bladenn produet ha savet e Breizh gant Kelenn Nikolas.
Kelenn Nikolas, le chanteur, est le fils de Kristen Nikolas, fondateur du groupe Kern. La musique de Kelenn n’a certainement
rien à envier à des artistes français ou d’autres pays, l’artiste garde sa patte propre méritant sa place sur la scène bretonne et sur les ondes, et permettant à des personnes loin de la culture bretonne de découvrir autrement notre langue....more
The latest EP from L.A.-based Immortal Nightbody experiments with adding more melodic, song-like elements to his alt hip-hop. Bandcamp New & Notable Aug 3, 2023
Two brothers tell their true coming-of-age story together through hip-hop bangers that draw from a wide array of pop influences. Bandcamp New & Notable Sep 20, 2017